Fizik


1.8 por MAPdroid
Apr 14, 2018 Versões Antigas

Sobre Fizik

Aplicação sobre a fizik.

Ar fizik (eus ar gresianeg φυσική (physikos= naturel) a zo studi an energiezh hag e etreober gant ar materi (cf. kimiezh, bevoniezh). Abalamour da preveudi an energiezh e-keñver istor an Hollved hag abalamour pep rann ar materi a dlee etreoberiañ gant an energiezh ma vo eztaolet e berzhioù evit mont da dreuzfurmiñ hag abalamour m'eo an energiezh an abeg pennañ pa ya ar materi da vezañ puzuilhet en e rannigoù bihanañ, ar fizik a zo lakaet alies evel ar skiant diazezel.

Ar fizik a bled gant ar materi e meur a doareoù ha meur a endro abaoe an isrannigoù-kalonenn a ya d'ober ar materi (cf. fizik ar rannigoù) beteg holl emzalc'h an Hollved materiel (cf. : kosmologiezh).

Meur a berzhioù a studier er fizik a zo perzhioù an holl sistemoù materiel, peurvirerezh an energiezh, da skouer. Ar perzhioù-se a vez anvet lezennoù ar Fizik alies.

Ar fizik a zo liammet gant teoriennoù ar matematikoù pa teoriennoù ar fizik a vez eztaolet ingal dindan stumm daveadurioù matematikel hag matematikoù ar fizik a vez graet a zo kemplesoc'h eget re ar skiantoù all.

An diforc'h etre ar matematikoù hag ar fizik a zeu eus hini o zachennoù : ar bed materiel evit hemañ ha patromoù difetis evit ar re-se. Koulskoude n'eo ken splann an diforch pa 'z eus un dachenn etrezo hag e vez anvet ar fizik matematikel o tennañ da dispakañ ar frammoù matematikel a gaver dindan an teoriennoù fizikel.

Informações Adicionais do Aplicativo

Última versão

1.8

Enviado por

Kairon Gabriel Dornelas

Requer Android

Android 4.0+

Classificação do Conteúdo

Everyone

Mostrar mais

Alternativa de Fizik

Obtenha mais de MAPdroid

Descobrir